D’an 24 a viz Here 2022 eo bet kinniget mordreizher bale gentañ az a endro gant gaz naturel liñvennet (GNL). Urzhiet e oa bet gant un embregerezh eus Bro-Suis anvet « MSC Croisières » ha savet gant Chanterioù an Atlantel. Ha setu ar vag vras-abominapl, 333 metrad hir ha 68 metrad uhel anezhañ, da vont war-zu Bro-Gatar daou zevezh war-lerc’h bezañ bet lakaet war vor e Sant-Nazer (44). Servijet en deus ar mordreizher bale da zegemer tud e-pad kib vell-droad ar bed. 6.700 den a c’hall kousket eno. Teir bag all heñvel a-walc’h a vo savet a-benn 2027. Ar pezh a zegaso 4 mil milion a euroioù d’ar Chanterioù.
Muioc’h-mui e vez tud o stourm a-enep da seurt bigi. An dud a zo o chom er c’hêrioù e-lec’h ma vezont gwelet a glemm eus an efedoù fall a zo war o buhez. Hag evel-just e vez sachet evezh diwar-benn pegent fall eo evit an endro. Setu o devez c’hoant an embregerezhioù sevel mordreizherioù da vezañ « glasoc’h » hag e klaskont dourioù-tan nevez da lakaat ar mekanikoù da dreiñ.
Arc’hant publik evit bigi bras abominapl
Roet zo bet yalc’hadoù da Chanterioù an Atlantel gant an Ademe, ajañs an endro hag an energiezh evit sevel ar bigi hag az a gant GNL. Un ajañs publik eo an Ademe hag e vez arc’hantet gant ar Stad, dre un taos diwar-benn ar saotradurioù industriel. Ha setu hi ha reiñ 58 M€ d’ar Chanterioù dre ar Programm postañ evit an dazont (PIA), ur programm bet krouet e 2010 evit souten « an treuzkemm energiezh en ekonomiezh ». « An Ademe ‘neus soutenet Chanterioù an Atlantel – dre ar programm PIA ha dre ar pezh a zo bet dibabet gant ar Stad – evit kas da benn 9 raktres a glask digreskiñ skog ar bigi war an endro », eme an ajañs.
Lorc’h zo e Laurent Casting, penn rener Chanterioù an Atlantel, o kinnig un doare nevez da lakaat ar bigi da dreiñ, hep fioul : ar gaz naturel liñvennet (GNL). « Ur bazenn ouzhpenn zo bet graet evit digreskiñ skog ar mordreizherioù war an endro. Ar vag a gaso an nebeutañ a CO2 en aer eo », emezañ e-barzh La Tribune.
N’eo ket ken glas-se ar gaz naturel
Met daoust hag-eñ eo ken ekologel-se ar GNL ? Gwir eo e vez kaset nebeutoc’h a CO2 en aer pa vez implijet evit lakaat ar mekanikoù da dreiñ. Met skogoù zo memes tra. Ur bern metan zo e-barzh ar gaz-mañ, ur gaz efed ti-gwer bras eo. 80 gwech gwashoc’h evit ar CO2. Ha just a-walc’h, merzhet ez eus bet gant an ONG Transport&Environment ez eus metan o vont en aer war vord MSC World Europa, ar vag bet savet et Sant-Nazer. Implijet eo bet an titouroù-se gant ar gevredigezh Bloomberg hag he deus savet ur pennad ledanoc’h diwar-benn skogoù ar GNL implijet e mordreizherioù bale. Gant Disclose e oa bet embannet un enklask e miz Ebrel 2023 hag a ziskouez e teu ar GNL eus ar Stadoù-Unanet.
« Prenet e vez ar gaz-mañ gant an embregerezh gall Engie. Kavet e vez en ur roc’h – ar skilt, hag e vez tennet dre frailhadur hidrolek, un doare a zo difennet ober gantañ e Frañs abaoe 2011 abalamour m’eo re fall evit an endro. »
Betek 2020 e teue ar GNL eus Bro-Rusia dreist-holl. Hiviz an deiz e teu kalz muioc’h eus Amerika. E 2022 e oa Bro-Frañs ar vro a enporzhie ar muiañ, hervez Greenpeace. E-tre 2021 ha 2023 ez eus tremenet 691 milion a vetradoù-diñs a GNL dre uzin Mouster-al-Loc’h (44), da 6 km eus Chanterioù an Atlantel.
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
- Article précédent: Politikerezh ar pesketa : Rannvro Breizh a lak da gostez ar bagoù bihan
- Article suivant: Kleuzioù ha girzhier en arvar : hon enklask nevez






