Strolladoù maouezed anvet « gwiaderezed soñjoù » a gaver e Breizh bremañ. Rouedadoù kengred evit reiñ galloud d’ar merc’hed int sañset bezañ. Komzoù madelezhus a vez ganto, gant geriaoueg ar sakr gwregel hag ar stourm ouzh ar gapitalouriezh. Met lod anezho a guzh un touell arc’hant stumm ur biramidenn dezhañ a c’hall lakaat tud ‘zo en argoll.
Ur vaouez en he daou-ugent vloaz o chom e Lannuon eo Marion (*). Kinniget e oa bet dezhi mont e-barzh ur strollad maouezed anvet « gwiaderezed soñjoù » e 2020. « Ur gamaladez a oan bamet outi he deus komzet din eus ar strollad. Fiziañs am boa. Anv a oa eus ur c’helc’h, eus madelezh, eus adlakaat entan. Ne oa ket aes an traoù din d’ar mare-se, vad en doa graet din ! », a gont-hi. He mignonez, a zo o chom er Mor-Bihan, he doa pedet anezhi da gemer perzh en un emvod dre vizio.
Asambles ganto e oa un dek maouez all bennak, dianavezet da Varion pe dost. « N’em eus ket komprenet ar reolennoù. Anavezout a raen ma mignonez, se ‘zo kaoz em eus roet 1 200 euro. » Er gennad sokio-sevenadurel e labour Marion ha n’he deus ket kalz arc’hant. Ret e voe dezhi amprestañ ar sammad arc’hant digant tud kar dezhi.
Piramidenn Ponzi
Un touell arc’hant gant doareoù ur sektenn eo ar « gwiaderezh » – a vez anvet mandala ganto ivez – ha renablet eo gant ar Miviludes, ar pezh na ouie ket Marion c’hoazh. N’a ket en-dro en ur c’helc’h, e mod ebet. E stumm ur biramidenn Ponzi ez a en-dro ar « gwiaderezed soñjoù » er c’hontrol : moneiz ar re nevez-en-em-gavet a servij da baeañ an hini a zo e penn ar rouedad.
Ur bromesa a oa bet graet da Varion evit sikour dezhi da vezañ ken brokus : « Lavaret e oa bet din e vefe adtapet ma arc’hant ganin, hag e c’hellfen kaout betek 10 gwech ar pezh am boa roet, zoken. »
Met ret eo mont gant meur a bazenn pe a wiskad er renkadurezh evit mont war-raok e-barzh ar « gwiaderezed soñjoù », evit tremen eus plas an hini a ro moneiz da blas an hini a resev profoù gant maouezed all. Yezh ar « gwiaderezh » a ra gant geriaoueg luskad ezoterek ar sakr gwregel : ar vaouez « tan », lesanvet « fulenn » eo an hini a zeu e-barzh ar « gwiaderezh » gant ur prof, evel Marion. Ar vaouez « dour » a resev profoù maouezed all. Evit mont eus ur statud d’egile e ranker tremen dre bazennoù an « avel » hag an « douar » o tuta pe o lakaat tuta izili nevez.
Marion n’eo ket deuet a-benn da lakaat maouezed all da zont e-barzh ha lakaet eo bet da vezañ « kablus » evit kement-se. « Lavaret ez eus bet din ne zeuen ket a-benn da leuskel da vont… Ankeniet e oan neuze. Me ‘gave din ‘oa dre ma faot. Dañjerus eo ! Itriket on bet pa ne veze lavaret nemet gerioù madelezhus. »
« Kalz maouezed a ro ha ne resevont tra ebet james »
Ar gwask he deus santet Fabienne (*) ivez, ur vamm a 49 bloaz he deus kemeret perzh en ur rouedad « gwiaderezed soñjoù » e Bro-Dreger. « Ma fell dit adtapout an arc’hant ‘t eus lakaet e rankez kavout tud all da zont e-barzh. Gouzout a rez e kolli tout ma paouezi. Trapet out ha n’eo ket yac’h », emezi. Desachet e oa bet gant ar c’homzoù flour tro-dro d’ar « gwiaderezh » betek ober ur prof a 1 100 euro well-wazh.
« Mare ar C’hovid a oa oc’h echuiñ, me ‘gave brav kaout liammoù, kengred, en em sikour e mod all », emezi. Met a-benn ar fin he doa komprenet Fabienne « e oa gwall zisheñvel ar wirionez diouzh ar pezh a veze lavaret deomp e penn-kentañ ». « Ar re a zo e penn ar biramidenn, a gas ar strolladoù, a c’hell resev kalz arc’hant, a gav dezhi bremañ. Met kalz maouezed a ro ha ne resevont tra ebet james. »
Marion ha Fabienne o doa kuitaet o gwiaderezhioù goude un nebeud mizvezhioù. Hini ebet anezho n’he deus douget klemm.
E penn ar biramidenn
Tud a vez touellet gant piramidennoù Ponzi. Tud all a aoz anezho. Ur vaouez a oa sportourez a-vicher gwechall a vez meneget e-touez pennoù ar « gwiaderezh » e Bro-Dreger gant Fabienne hag Enola – ur vaouez en he daou-ugent vloaz o chom e Perwenan. E 2023 e oa deuet ar « gwiaderezed soñjoù » da glask tuta anezhi, met nac’het he doa mont a-benn ar fin.
Ar memes maouez eo he defe tutet unan ha klasket tuta eben, en aner. Merataerez ha kine a-vicher eo. Ouzhpenn da se e ra war-dro ar faskia, daoust d’ar preder-se bezañ renablet evel « teknik touellus » gant urzh ar verataerien-leuñvourien. Gellet en deus Splann ! sellet ouzh tapadennoù-skramm tennet eus kaozeadenn ar « gwiaderezed soñjoù » tregeriat. Anat eo e vez-hi o verañ hag o vuheziñ ar strollad.
Bet omp e darempred ganti. N’he deus respontet nemet ur frazenn : « Ne ran piramidenn Ponzi ebet, faziet oc’h war an den. »
Kelaouet an archerdi ha CCAS Perwenan
Isabelle (*) a zo o chom e Perwenan ha 38 vloaz eo. Tost e oa da vont e darempred gant ar Miviludes e 2024, p’he doa gouezet e oa bet kinniget da vignonezed dezhi mont e-barzh ur c’helc’h. Kalz eus ar maouezed a glaskont tuta a vefe « maouezed o-unan, gant bugale, o cheñch micher alies », ar pezh a hegas anezhi. « N’eo ket micherioù ma vez gwall uhel ar gopr », emezi.
Ar maouezed tutet gant ar « gwiaderezed soñjoù » a c’hell koll arc’hant. Met efedoù sokial a c’hell bezañ d’an tuta ivez.
E skol bublik Perwenan, « lod eus an dud n’int ket aet e-barzh o deus klevet trouz gant an tuterezed », eme Julie (*). O chom e Perwenan emañ ha lakaet he deus tud ar CCAS (Centre communal d’action sociale) da ziwall e miz Genver paseet. Pellgomzet hon eus d’ar CCAS. Kadarnaet o deus hon titouroù ha lavaret deomp o doa kelaouet an dud e-karg. Ouzhpennet o deus e klaske o izili « gwareziñ ha kelaouiñ an dud a vez ambrouget evit na vefent e dalc’h sektenn ebet na luskad sektel ebet », ar gwellañ ma c’hellont.
Denise Prud’homme, maerez kozh Perwenan, n’he doa ket klevet kaoz eus an afer-se a-raok na zeufe Splann ! e darempred ganti e miz C’hwevrer. Kelaouet he deus archerdi Landreger abaoe. « Ne roomp titour ebet diwar-benn an argerzhoù a c’hellfemp kas war-raok pe get », setu tout ar pezh o deus respontet deomp.
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
- Article précédent: Peseurt raktresoù ‘zo tro-war-dro e Breizh e miz Even 2026 ?
- Article suivant: O klask 1500 profour miziek emaomp evit kas un enklask diwar-benn an astuz-lazherien e Breizh






