Chom a ra Splann ! war evezh keñver he enklask « Breizh, c’hwezh an amoniak er maez »
Un dokumant nevez ‘zo bet savet gant senedourien d’an 6 a viz Gouere 2022 a ziskouez pegen fall eo ar jeu gant surentez an amonitratoù e porzhioù Bro-C’hall. Gall a ra tarzhal an temz-mañ, implijet kalzig e labour-douar Bro-Frañs, ma ne vez ket renket en un doare mat a-walc’h. D’ar 4 a viz Eost 2020 ‘oa bet ur gwallzarvoud braz spontus abalamour d’an amonitratoù o tarzhal. Un dokumant oa bet embannet ur bloaz ‘zo dija evit lakaat war well an dañjer, met ‘neus ket cheñchet kalz an traoù abaoe.
E memes koulz, komzet ‘vez kalz gant ar senedourien eus ar porzhioù, met war ar seblant e vez disoñjet ganto an tiez feurm. Gall a ra tarzhal memes tra eno zoken! Dreist-holl pa vez tommoc’h-tommañ ha sec’hoc’h-sec’hañ an amzer…
E miz Genver 2022, Ministrerezh an treuzkemm ekologel ‘noa kinniget div destenn evit ma vefe kreñvoc’h ar reolennoù e keñver stokañ an temz-se e tiez-feurm braz. Met gant an FNSEA hag all eo bet stanket ar c’hinnigoù-se en ul lâr ‘vo kollet arc’hant ganto. Da lenn hiroc’h war Actu environnement.
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
- Article précédent: Un uzin kouignoù war douaroù labour-douar
- Article suivant: Enklask nevez : Savenn porc’hell braz divent e Landunvez : disoc’h direizh an enklask foran






