Aet eo war greskiñ spontus an niver a evned tapet gant ar grip e miz Genver ha miz C’hwevrer. Chom a ra e Aodoù-an-Arvor ur strollad kumunioù e-tre Gwengamp ha Kintin ‘zo rediet da heuliañ reolennoù strizh abalamour da influenza an evned. Ar c’humunioù-se eo just a-walc’h an dachenn e-lec’h ma vez ar muiañ a zisaverezhioù yer e Bro-Frañs. « N’eo ket peogwir eo atantoù bras int tapet gant ar grip, eme Gilles Salvat, penn-rener yec’hed an dud hag al loened en Anses (Ajañs ar yec’hed e-karg eus ar boued, an endro hag al labour). Met aes eo d’ar virus kreskiñ rak ez eus kalz a loened ha tiez-feurm. Ha liammoù ‘zo e-tre an atantoù, neuze peadra ‘zo da greskiñ ar riskloù c’hoazh. »
Lazhet eo bet 1,4 milion a yer e-tre an 30 a viz Genver hag an 9 a viz Meurzh en departamant, ha n’eo ket a-walc’h. « Merzhet hon eus e-pad an hañv ez eus eus ar virus o vezañ digaset gant al laboused gouez, eme Gilles Salvat. Gall a reont digas ar virus e-barzh un desaverezh ha tizhout ur bern laboused eus un taol. »
O vezañ prouet emañ er mare-mañ ur vaksin e labourva broadel Ploufragan. Spi ‘zo e vefe eus un diskoulm a-drugarez d’al louzoù-se. Kinniget ‘vo ur plañs vaksinañ d’ar ministrerezh a-benn fin ar miz pe penn kentañ miz Ebrel. Ha d’ar ministrerezh da urzhiañ ar vaksinoù, hervez ar pezh a gousto. « Koust a ra ker ar vaksinañ, hag ober war-dro al loened klañv ivez. Ret e vo ober prouadoù alies tre ‘barzh an tiez-feurm », eme c’hoazh Gilles Salvat. Kregiñ da vaksinañ al loened en diskar-amzer a vefe pal ar gouarnamant, a-raok ma krogfe ar prantad gant muioc’h a riskloù. « Ne’z aio ket diwar-wel ar virus gant ar vaksin, met nebeutoc’h-nebeutañ a loened klañv ‘vo. Diaes eo gouzout en a-raok, memes d’an dud ‘zo barrek war an dañvez. N’eo ket posubl lâr ma vefe tu skarzhañ grip an evned eus Europa. »
E keñver ur vaksin da reiñ d’an dud a labour tro-dro d’ al laboused, n’ eus pennadurezh ebet a c’hall lâr deomp hag-eñ eo efedus.
Padal eo bet goulennet digant Pennadurezh-meur ar yec’hed e vefe vaksined an dud. Rak gall a rafe cheñch buan ar virus ha dont da vezañ dañjerus evit an dud.
1,4 Million
Setu an niver a yer lazhet e-pad ur miz e Norzh Aodoù-an-Arvor abalamour da c’hrip an evned.
«Ur chadenn zo etre an evned gouez hag ar re zesavet. Ret eo terriñ anezhi en ur bareañ al laboused klañv e ti an dud.»
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
- Article précédent: Diaesoc'h kavout un ti eget ul labour hiziv an deiz e Breizh
- Article suivant: Iberdrola e Amerika er Su : fall ar jeu abaoe 20 vloaz






