Pa zo kaoz gant an holl d’ober espernioù, e fell d’ar strollad muiañ niver er Rannvro reiñ ur yalc’had 20 000 € d’ar gevredigezh Les Z’Homnivores. Dindan an anv-se e vez kavet ur strollad pennoù bras eus an agro-industriezh. Krouet e oa bet ar gevredigezh e 2017 « evit difenn frankiz pep hini da zebriñ ar pezh en deus c’hoant ». Da lâret eo, difenn ar fed debriñ kig, kousto pe gousto. Evit en ober e vez aozet ganti stummadurioù a-bell, skrivet enkemmadoù (amendements e galleg) pe c’hoazh klasket levezoniñ ar gannaded, evel e miz Meurzh 2024 pa oa bet aozet ur c’hendiviz er Vodadeg vroadel. Un darvoud bet paeroniet gant Antoine Armand hag a zo ministr an Ekonomiezh hiriv.
E miz Mae tremenet e oa bet embannet ur pennad ganeomp o tiskouez e oa bet roet 9 000 € gant ar Rannvro d’an agro-boued dre ar gevredigezh Spotentiel, « ul lec’h stummañ evit ar re a deuio da vezañ pennoù bras al labour-douar ». Anat a-walc’h neuze e vefe skoet en-dro ouzh dor ar Rannvro gant bed an agro-industriezh. Hag, evel m’he deus skrivet ar gazetennerez Solenne Durox, e kaver bremañ ar Z’Homnivores er jeu. Splann ! en deus lennet ar roll-labour gant listennad an traoù a vo votet d’an 2 a viz Kerzu. En o zouez e c’haller lenn, el lodenn « Harp an embregerezhioù hag al labour », ez eus bet goulennet ur yalc’had 20 000 € gant kevredigezh Les Z’Homnivores.
« N'eo ket posubl e servijfe an arc'hant publik da dagañ tud »
Ar sammad a arc’hant publik goulennet ganto a dalv tost da 12 % eus ar programm kinniget gant ar Z’Homnivores evit « brudañ micherioù ar boued hag an agro-boued », hag ivez evit « bouetañ an tabutoù war emdroadurioù filierenn ar boued ». Kement hadegas « keleier a-bouez diwar-benn ar cheñchamantoù a vez er bed-se ».
Moarvat a-walc’h e vo resevet gant al lobi-se dilun a zeu an 20 000 € emañ en sell kaout. D’ar gevredigezh da genderc’hel gant he labour « kelaouiñ » ha « kehentiñ ». Ar pezh a c’haller kavout droch pa ouier e oa bet skrivet gant ar Z’Homnivores-se, e-kerz an hañv 2023, un notenn diabarzh evit tagañ ar c’hazetenniñ-enklask diwar-benn an agro-industriezh e Breizh. Buket ganto labour Inès Léraud da skouer, pe c’hoazh levr Nicolas Legendre.
Ha just a-walc’h n’emañ ket a-du an holl gannaded er Rannvro gant ar yalc’had-se. « An arc’hant publik ne c’hall ket servijout da arc’hantaouiñ titouroù faos ha tagadennoù o lakaat diskred war labour ar gazetennerien enklask », eme Claire Desmares, prezidantez strollad an ekologourien er Rannvro, en ur pennad kaset d’ar gelaouennerien dimeurzh.
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
- Article précédent: [Enklask nevez] Imerys Groñvel : mengleuzioù pistrius e Breizh
- Article suivant: Dilezel a ra « Les Z’homnivores » o goulenn yalc’had 20.000 € digant ar Rannvro






