Kenderc’hel a ra Splann ! da gelaouiñ ac’hanoc’h war an nevezentioù a zeu da heul e enklask war an amoniak e Breizh.
- Engouestl a ra Air Breizh evezhiiñ a-dost an dilaoskadennoù amoniak er vro. 2,7 M€ : setu ar sammad rannet etre hennezh, ur gevredigezh kadarnaet gant ministrerezh an treuskemm ekologel, ha kambr rannvroel al labour-douar. Dont a ra an argant deus ar C’homision European (ha klokaet gant ar Stad) dre ar program LIFE.
- Krouet e vo ur rouedad labourizien-douar evit lakaat war wel hag aesaat an « teknikoù gwellañ dijabl » (MTD), e-mesk ar re-se ez eus teknikoù skuilherez (épandage). Evit ar poent e vezont koñsideret evel « diwellus ».
- Ken 2030 emañ sañset digreskiñ an dilaoskadennoù amoniak a 15 % e Breizh, ha ranniñ dre zaou an deizioù saotradur. Setu ar pezh a zo sañset bezañ graet gant ar yalc’hadoù argant publik displeget a-us.
Embannet e oa bet enklask « Splann ! » Un nebeut deizioù a-raog respont ar yalc’herien… Kouezhet eo just e- koulz, a lâre rener Air Breizh en atersadenn gant Cbreton e miz Gouel-Mikel (miz Here).
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
- Article précédent: Laoulan : harzhet ar raktres kludoù-yer ramzel ?
- Article suivant: Uzin eog Plouizi : netra da c'heiñ da c'houzout evit kumuniezh kumunioù Gwengamp Pempoull






