2003-2023. Dindan ugent vloaz, ar prizioù hervez an ober (T2A) en deus dismantret an ospitalioù publik. Ar reolenn arc’hantaouiñ-mañ a laka ur priz da bep ober mezegel, o rediañ an ospitalioù da gemer perzh en ur « redadeg da vezañ ampletus ». Direizh eo ar redadeg-se, rak re vras eo ar strivoù goulennet gant ar gennad publik, ha niverus eo an avantajoù roet d’ar gennad prevez.
An oberioù mezegel paeet fall a laka budjed an ospitalioù da vezañ stanket, savadurioù « n’int ket dereat evit degemer an dud », ha tec’hout a ra ar vedisined evit mont d’ar gennad prevez : an ospitalioù a zo o kouezhañ, hag ar galloudoù publik a sell en tu all.
An ospitalioù publik a ra kof moan… hag ar c’hlinikennoù prevez a zo don o hini
Ur reolenn arc’hantaouiñ nevez a oa bet lakaet d’an ospitalioù gant ar Stad e 2003 : ar prizioù hervez an ober (T2A). Abaoe neuze e vezont rediet da vezañ ampletus. Mont en-dro an embregerezhioù a oa hini ar gennad prevez dija, met distabilaet eo bet ar servijoù publik gantañ, rak rediet int da brederiañ pep hini, forzh pehini ‘vefe ar priz. Ar c’hlinikennoù prevez, eus o zu, a c’hell dibab an oberoù paeet mat.
Islonk ar c'hollvezhioù, dañjer ar savadurioù : ospitalioù en argoll e Breizh

Rivinet e vez ospitalioù publik Breizh gant ar prizioù hervez an ober. Re izel eo deuet o gounidoù da vezañ evit gellout postañ arc’hant. O koshaat emañ ar savadurioù a vloaz da vloaz, avat, ha gortoz a reer ar sikourioù bet prometet evit adneveziñ anezho. Raktresoù ‘zo n’int ket kroget c’hoazh 15 vloaz goude bezañ bet asantet, hag an ospitalioù ne c’hellont ket gwellaat degemer an dud klañv. Ha setu penaos e teu diaesoc’h-diaesañ da bep hini kaout ar prederioù dleet e Breizh.
Emañ ospitalioù public Breizh e klask medisined, ha trumm
Engouestlet eo labourerien ha labourererezed an ospitalioù evit ar servij publik. Met ur verzherinti e teu o micherioù da vezañ. Bloavezhioù ‘zo e reont gant an diouer a goskor hag an eurvezhioù ouzhpenn, ha setu ma rankfent bezañ prest d’ober war-dro tud bet gloazet er brezel bremañ, hervezh Ministrerezh ar yec’hed. Kalz anezho a zo prest da vont d’ar gennad prevez da labourat, da gaout goproù hag aozioù labour gwelloc’h.
Nav miz enklask e servij ar geodedourien
An enklask-se zo bet kaset da benn gant Isabelle Jarjaille ha Caroline Trouillet. Raphaël da Silva en deus savet an infografikoù, Achille Ménard an tresadennoù.
Embannet eo ivez gant hor mediaoù keveler : Radio Breizh ha Ya!.
Splann ! ‘zo ur media disalc’h, hag ur gevredigezh lezenn 1901 hag eo dreist-holl dre dud a-youl vat ez a en-dro. Ne vez ket degemeret arc’hant na gant bruderezh, na gant embregerezhioù bras, na yalc’hadoù lec’hel. Trugarez d’ar pezh vez roet ganeoc’h e c’hallomp labourat.
Bezañ arc’hantaouet gant hol lennerien a dalv nep galloud, miliarder ebet, ne c’hell lakaat gwask warnomp pa vez ret skrivañ ur pennad pe pouezañ war ar bouton « embann ». Heñchet gant an interest foran hag an etik micherel, hor c’hazetennerien a zo frank da kelaouiñ, zoken ma talvez kement-se da lakaat tud hag ensavadurioù levezonet da vezañ nec’het.
Hon enklaskoù a zo kaset da benn gant an ideal demokratelezh ha justis. Embanned int evit bezañ lennet ha skignet gant an holl, hep skoilhoù arc’hant. Koulskoude, koust a ra an titouroù. Koustañ a ra an enklask-se hec’h-unan ouzhpenn 15.000 €.
Ma evideoc’h c’hwi, eo talvoudus hor labour – ha ma ‘z eus tu deoc’h – marteze e c’hellit soñjal e sevel ur skoazell miziek ?
Titouroù ho peus da kaset deomp ?
Skrivit deomp contact [@] splann.org hag displeget e vo deoc’h peseurt mod e c’hallit kas teulioù en un doare sur.
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
- Article précédent: Titouroù sansupl ne foata ket d’an ospitalioù reiñ da Splann!
- Article suivant: Skolaj Sant-Pêr er Releg : ar rener bet, Yves Lae, tamallet dezhañ feulsterioù liesseurt ha torroù-lezenn arc’hant






