E Sant-Maloù ez eus bet dilaosket amoniak en aer alies-mat etre 2018 ha 2021, a-wechoù dek gwech muioc’h evit ar pezh zo aotreet. Rediet eo an Timac da baeañ 127.000 € dic’haouioù d’ar peder c’hevredigezh a stourm evit an endro : Dour ha stêrioù Breizh, Frañs natur endro, Breizh bev ha Natur endro 17.
Daoust hag-eñ e vo cheñchet un dra bennak gant an diviz justis-mañ ? Setu ar goulenn hon eus savet ouzh Thomas Dubreuil, an alvokad en deus kuzuliet ar c’hevredigezhioù.
4,1 miliard a euroioù e vez gounezet bep bloaz gant strollad Roullier, an Timac o vezañ e-touez unan eus hec’h is-kevreadoù. D’ho soñj e cheñcho un dra bennak un taol-gastiz a 127.000 € ?
An taolioù-kastiz ne vezont morse trawalc’h evit talañ ouzh saotradurioù an endro. Dreist-holl pa weler ar c’hementad a arc’hant a vez gounezet gant embregerezhioù bras-se. Met memestra eo uheloc’h an taol-gastiz evit da gustum. Evit saotradurioù an dour e vez peurliesañ etre 5.000 ha 10.000 €. Aze e ya memestra da 25.000 € dre gevredigezh. Pezh a ra en holl e ra un tamm mat a arc’hant.
Penaos e c’hall an diviz-mañ sikour evit an dazont ?
Diskouez a ra ez eo an obererezhioù keodedel un ostilh ouzhpenn evit ar c’hevredigezhioù. Dre vras e vez kaset an aferioù dirak al lez-varn a gastiz, pe c’hoazh dirak al lez-varn velestradurel, evit diskouez n’eo ket reizh an aotreoù roet.
Un dibab eo bet chom hep klask diskouez eo bet lakaet en arvar an endro, rak diaes-kenañ eo prouiñ an traoù a-fed saotradur an aer. Pa vez saotret ur stêr da skouer, e c’haller gwelet pesked marv, gellet a reoc’h muzuliañ kalite an dour. En aer e veaj ar saotradur, hag e kej gant partikulennoù all. Magañ a ra saotradurioù an aer, evel hini an amoniak e Breizh. Dre faot saotradur an aer e vez saotret an dour hag an douar ivez, en ur vro a zo paket dija gant ur bern kudennoù abalamour d’ar re a nitratoù.
Peseurt kemennadenn zo kaset gant an diviz justis-mañ d’an industrialourien ?
Ar gemennadenn a vez kaset dezho eo e c’hallont bezañ kastizet evit bezañ saotret an aer. Memes ma n’eus ket moaien dre ul lez-varn, e vo kavet un doare all.
Ar pezh a zo bet lâret gant lez-varn Brest aze eo e c’hall bezañ kemeret e kont an drouk a vez graet d’ar c’hevredigezhioù e seurt aferioù. Ar pezh a zo dedennus eo e vez ouzhpennet an dra-se d’ar c’hastizoù all. Neuze er fin e c’hall bezañ ker-tre evit an embregerezhioù saotrus.
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
- Article précédent: Ganet eo Arsellva Frañs ar gourdrouzoù war frankiz ar c’helaouiñ
- Article suivant: Peseurt raktresoù zo war ar stern tro dro deoc'h e miz C'hwevrer 2024






