Camix, Deflexo S, Dual Gold Safeneur pe S-Metolastar Safeneur : S-metolaklor a zo e-barzh an holl produioù-se. Ur pestisid dañjerus eo ar S-metolaklor. Difennet eo gwerzhañ anezhañ abaoe d’an 20 a viz Here 2023 abalamour ma c’hall reiñ krignoù-bev d’an dud. Padal o deus droad al labourerien-douar implijout ar produioù-se e-pad bloaz c’hoazh, evit lazhañ ar geot er parkeier maiz, soja pe tro-heol. Implijet e vez ivez e parkeier beterabez.
Re bistrius eo ar S-metolaklor evit an dour, eme Ajañs vroadel surentez ar boud, an endro hag al labour (Anses). « Re a bartikulennoù munut eus an S-metolaklor a ya e-barzh an dour dindan an douar, n’eo ket posupl », emezi en un diell bet embannet d’an 15 a viz C’hwevrer.
« E gwirionez e oa bet lâret e oa re bistrius ar produ-se dija e 2005 pa oa bet aotreet da werzhañ gant Europa, eme Dominique Le Goux, e karg eus ar yec’hed hag an endro evit Dour ha stêrioù Breizh. Gellet a reomp lâret ne oa ket bet graet mat an traoù gant Bro Frañs pa oa bet kroget da werzhañ ar S-metolaklor. »
Implijet eo bet evit gounit mais e Breizh
Rak re ziwezhat eo. Dindan a-boan 20 vloaz eo bet saotret dour ar vro gant partikulennoù munut a chom eus an S-metolaklor. Ha siwazh ez eo Breizh unan eus ar broioù muiañ saotret. Hervez ar muzulioù bet graet e 2021 war stêrioù e-lec’h ma c’heller muzuliañ, eo saotret an holl anezho, hag e tremenont en tu all da 0,1 µg/l metolaklor ESA.
Gallout a reer gwelet n’eo ket saotret an holl vroioù memes mod war gartenn Akwari Coop, bet embannet ganeomp evit ar wech kentañ. Muioc’h saotret eo Kornôg Bro Frañs abalamour ma vez implijet ar S-metolaklor evit gounit maiz da vagañ al loened. Ar vro lec’h ma vez desavet ar muiañ a loened er Frañs eo Breizh.
Padal ne oa ket bet asantet gant lez-varn Roazhon e vefe difennet implijout ar S-metolaklor er vro, evel ma oa bet goulennet gant Dour ha stêrioù Breizh. Hervez ar varnerien, n’eo ket un dra a-denn eus Breizh kement-se. Kaset eo bet an afer dirak ar C’huzul Stad, met n’eus ket bet a respont evit poent. E-kreiz miz Here eo bet votet gant stadoù Europa ne vefe ket gwerzet ken c’hwec’h produ, en o zouez ar S-metolaklor.
40 %
Setu dregantad annezidi Breizh o deus bet dour saotret er c’hog e 2021 hervez sifroù an ajañs ar yec’hed.
« Klasket en deus ministr al Labour-douar e vefe aotreet e-pad muioc’h a amzer implijout an S-metolaklor. N’eo ket posubl an dra-se. »
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
- Article précédent: 400 m³ dour-hañvouez bet dilaosket er stêr-Aon e Kastellin : kondaonet eo bet Engie Bioz
- Article suivant: Ur sell war-gil : eizh enklask bet arc'hantaouet ganeoc'h






