An ensteudoù Essure ‘zo bet kinniget e-giz dazont an hilastalerezh (koñtrasepsion) peurbad : n’eus ket ezhomm lakaat an dud da gousket, na chom en ospital, gall a rafe bezañ lakaet dindan un nebeud munutennoù nemetken.
Lakaet int bet da hogozik 200.000 maouez e Frañs etre 2002 ha 2017. An embregerezh amerikan Conceptus a oa bet o werzhañ anezho da gentañ. Da c’houde e oa bet adprenet en 2013 gant ar ramz alaman Bayer. En holl ec’h embann Bayer bezañ bet gwerzhet ur milion a ensteudoù dre ar bed, 240.000 e Frañs, al lec’h ma oa bet gwerzhet ar muiañ diouzh sellet ouzh an niver a annezidi.
En ur baeañ stummadurioù d’ar vedisined eo deuet a-benn Bayer da lakaat an ensteudoù-se da vout an teknik muiañ implijet e Frañs adalek 2009. Restaolet ‘vije penn-da-benn an arc’hant d’ar merc’hed o implijour anezhe adalek 2012.
Met buan-tre e sav mouezhioù maouezed da ziskuilhañ efedoù-all. Skuizhder, bezañ breviet betek ma n’heller ket bale ken, poan benn, poanioù liesseurt, diwadennoù, kudennoù neurologel… Hir eo al listenn ha start ober al liamm gant Essure. Hiziv eo bet tennet o uterus pe korzennoù an uterus d’un 30 000 maouez bennak e Frañs, pa ‘z eo an doare nemetañ da dennañ an ensteudad kuit.
Traoù nevez ‘zo gant an afer-mañ : gant Splann ! eo bet kavet un dokumant nevez eus diabarzh an ANSM. Gall a reoc’h lenn e vije skrivet dija en 2017 e vefe riskloù braz gant an ensteudoù-se. Ha zoken n’he deus ket lâret mann ajañs ar yec’hed, chomet eo kuzh an dokumant.
Chom a ra ur bern merc’hed c’hoant gant an ensteudoù ‘barzh o c’horf. Met n’int ket bet morse titouret gant ar stad e c’hallfent bezañ dañjerus evit o yec’hed. Ha d’ar maouezed da glask e vefe anavezet ar pezh ‘zo bet bevet ganto.
15 %
Setu niver a verc’hed gant ensteudoù Essure o ‘deus dibabet lemel kuit anezhe en ur dennañ o uterus pe korzennoù an uterus.
« Tchernobyl ‘zo ‘barzh o c’hof »
Lennit hon enklask war an ensteudoù Essure
Lennit hon enklask war an ensteudoù Essure
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
- Article précédent: Enklask amoniak 'zo bremañ da selaou war Radio Breizh !
- Article suivant: Dre zindan pajenn Wikipedia war ar metanaat 'zo traoù kuzh






