Breizh ; c’hwezh an amoniak er maez, ar pennad-enklask kentañ kaset da-benn gant Splann ! eo bet embannet. Tu zo lenn anezhañ digoust war splann.org, e galleg hag e brezhoneg.
Gwisket e ruz eo Breizh. Kement a atantoù da zesevel loened ‘zo, hag eo Breizh ar vro an hini pennañ o tilaoskañ amoniak e Frañs. Ha gant ar gaz-se, krouet rannigoù-munud en aer… Hag a lazh dekvedoù a viliadoù a dud bep bloaz. Ankenius eo evit yec’hed an dud, ha hent all e weler sklaer dija pegen mantrus e c’hell bezañ evit an endro. Met n’eo ket evit-se emañ Breizh o toujañ eus sturiadoù Europa da geñver an amoniak : war washaat e c’hello mont saotradur an amoniak en aer d’ar bloavezhioù da zont er vro. Abalamour d’ar re a fell dezhe gounit arc’hant kousto pe gousto… Ha zoken ma vez aet a-enep al lezenn gant lod a industrialourien evit en-ober.
Penaos eo an traoù bremañ ?
- Bro Vreizh eo an hini e lec’h ma vez dilaosket ar muiañ a amoniak e Frañs. Eus magerezhioù loened ez-douar e teu ar gaz-se dreist-holl, ha ganti e vez krouet rannigoù-munut en aer. Kablus int e kleñvedoù ar skevent, ar galon ha krign-bev.
- Miliadoù a dud a vez lazhet gant an amoniak bep bloaz er Stadoù-Unaned, hervez ur studiadenn nevez. E Breizh e c’hellfe bout kement all.
Re vunut e chom an aozadurioù a zo e karg da evezhiañ ouzh kudenn an amoniak e Breizh. Re vresk ivez an dibaboù politikel war an afer.
War washaat ez aio c'hoazh
- Tapet bern arc’hant publik gant darn eus an embregerezhioù saotrus-kenañ gant amoniak.
- Kumuniezh kumunioù ‘zo a ra a c’hontrol-mik eus ar pezh a vez goulennet gant sturiad Europa da geñver saotradur an aer.
- Raktresoù boued ha bevañs braz a lako ar saotradur da vont war washaat e Breizh, daoust da alioù Pennadurezh an Endro.
An Timac laosket da saotrañ an aer
- E-pad 15 vloaz da nebeutañ e bet kuzhet an temz nitrogenek produet gant an Timac.
- Dilaosket eo bet muioc’h a amoniak gant an Timac eget ar pep brasañ a zo aotret gant al lezenn, gwechoù ‘zo etre 2017 ha 2020.
- Ankeniet eo kevredigezhioù ha medisined lec’hel ‘zo abalamour da saotradur an amoniak.
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
- Article précédent: Krouidigezh « Splann ! » er mediaoù
- Article suivant: Laoulan : harzhet ar raktres kludoù-yer ramzel ?






