Dre al lezenn-se e vo goulennet gant ar strollegezhioù renabliñ e-barzh teuliadoù aozañ an tiriad (da skwer, ar PLU) an takadoù a vo gouestlet d’ar produiñ energiezh padus (tourioù-avel, panelloù heol, met ivez metanizerioù…). C’hoant en doa ar gouarnamant e yafe « buanoc’h » an doserioù da sevel raktres-mañ-raktres, hag evit en ober e vo roet an tu da seurt raktresoù da chom hep doujañ diouzh reolennoù ‘zo. Evel Lezenn an Aodoù (loi Littoral), ha reolennoù gwareziñ ar vev-liesseurted.
Aon o deus an Ekologourien e vefe re vresk ar muzulioù ‘zo sañset da harzañ ma vefe lonket gorreadoù braz a barkeier, lanneier, ha koadoù gant kreizennoù panelloù heol.
Skwerioù ‘zo dioñte dija e Breizh : 35 devezh-arat (17 ha) a douaroù labour-douar vo implijet da broduiñ tredan diwar an heol er Folgoad (29), ‘kichen Lesneven, ar pezh a lak en fulor ar c’henstrollad Salen 29.
E Bro-Leon bepred e vo staliet panelloù ivez war ur c’hoad, en Gwiglann, ne bell Landivizio. Digoret an enklask foran ar miz-mañ. E koad Lanoue (56), setu da dourioù avel uhel-mat d’en em staliañ e plas d’ar gwez, en desped da vuzulioù gwareziñ spesadoù ’zo.
Hag el Laz, er Menezioù Du, e-kreiz un takad naturel a-bouez a-berz al loened hag ar plantennoù gouez (Znieff), da lanneier da leuskel plas da banelloù heol Total Solar, ‘zo un is-embregerezh da d/Total, hag a zo bern raktresoù all war ar stern e Breizh.
Un dra a-bouez n’eo ket bet kaoz doc’h outi el lezenn : digreskiñ kalz ar c’hementad a energiezh a vez koñsumet gant hon c’hevredigezh.
60
Sed aze an niver a spesadoù loened gwarezet ‘vo graet drouk outo gant raktres tourioù avel e koad Lanoue. Gant ar prefed eo bet asantet mont dre lezenn an endro e 2015.
« Ar fed ma ne vefe ket dav ken doujañ ouzh reolennoù an endro gant raktresoù energiezh padus a dalv mont war-gil war dachenn ar gwareziñ. »
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
- Article précédent: Peseurt efedoù o deus bet hon enklakoù ?
- Article suivant: Antoine Chao war roudoù Splann ! e Landunvez






