Ur prosez a-bouez evit dazont ar c’hazetennerezh enklask e Bro-C’hall a vo dalc’het dimerc’her o tont dirak Lezvarn-Galv Versailles. Al lec’hienn Reflets.info ha Sindikad broadel ar gazetennerien-ezed (SNJ) a glasko eno dont a-benn da nullañ un disentez a-berzh Lezvarn Kenwerzh Nanterre hag a vir outi da embann kement hag a-nevez diwar-benn an embregerezh Altice. Ar miliarder Patrick Drahi an hini eo perc’henn warni.
« Altice au pays des pirates » : Sed aze anv an doser embannet e miz gwengolo gant Reflets.info. Ar gazetenn imbroudañ war internet a zo aet da lakaat e fri er fedoù lakaet war-wel a-drugarez d’ur strollad hakerien-ezed hag a denn ouzh doareoù an embregerezh liesvroadel Altice (SFR, BFMTV, RMC, i24News…) hag he ferc’henn Patrick Drahi, da sevel o c’hontoù evit servijoù an talioù. Keleier hag a lak ar miliarder e fulor-ruz. Hag hemañ neuze da dagañ ar gazetenn evit gwallerezh a-fed gwir an aferioù. Ar gwall ober-se, diazezet e doug pemp bloavezh gentañ kador ar prezidant Emmanuel Macron a zo deskrivet gant aozadurioù ar gazetennerien-ezed evel un doare d’en em zizober eus gwir ar c’helaouiñ.
D’an 10 a viz Here eo bet dislavaret Altice gant Lezvarn Kenwerzh Nanterre pa c’houlenn an embregerezh dizembann ar c’heleier war lec’hienn Reflets.info. Padal e ro urzh d’ar media « chom hep embann ken keleier nevez ». Evel ma respont kerkent ur c’hant bennag a gazetennoù, ha Splann ! en o-zouesk : « Ma teuje an dizentez-se d’ober berzh, eo kement imbrouderezh war an dachenn ekonomikel a c’hellfe mont da get. » Ar prosez- galv a vo dalc’het eta dimerc’her 23 a viz Du o tont. An SNJ, hag a vo lod er prosez da skoazellañ Reflets.info, a c’halv an holl d’en em vodañ dirak Lezvarn-Galv Versailles da 2 eur goude lein.
41
Sed aze an niver a brosezioù « minwask » a zo bet savet ouzh izili an OCCRP, ar rouedad kazetennerien-ezed oc’h imbroudañ war ar gwall-torfedoù hag ar gwallerezh er bed. Un niver dreist hervez an aozadur.
« Kadarnaat a ra evel-se Lezvarn Kenwerzh Nanterre ez eo [al lezenn war sekred an aferioù] ur gwir dañjer evit frankiz bras an esteurel, peogwir e c’hellfe embregerezhioù goulenn ma vefe dilemet kuit pennadoù, ar pezh na gredfent ket difenn zoken dirak ur barner sivil. »
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
- Article précédent: Dre zindan pajenn Wikipedia war ar metanaat 'zo traoù kuzh
- Article suivant: Aotreet eo bet atant moc'h braz divent Landunvez gant ar prefed






