Krog e oa Alain Glon da labourat en ti-feurm familh krouet gant e dad André. A-hed ar bloavezhioù eo deuet a-benn Alain Glon da sevel ur gwir holding e-tre vroadel. Meur a embregerezh a vez kavet hiziv an deiz en AGH, evit Alain Glon Holding. Reoù zo anavezet mat a-walc’h gant an dud : ar chipsoù Bret’s, Ecofeutre (a sav pakadurioù adaozet), Tiliz hag e « mochis » skornet (un dibenn-pred graet gant riz). Hep disoñjal Socofag (paladoù d’ober tan) hag an embregerezhioù Equinoo (gouzer koad evit ar c’hezeg) ha Ferotec (gwaskell paledoù koad).
Kabiten an industriezh
Savet eo bet an holl embregerezhioù-se diwar e impalaeriezh agro-industriel, bet astennet en ur brenañ hag adwerzhañ embregerezhioù all er bloavezhioù 1980, dreist-holl a-drugarez d’an emporzhiañ bleud diwar loened. Aet eo war vrasaat an holding p’he deus kendeuzet gant Sanders e 1998, a-raok bezañ adprenet gant strollad Sofiprotéol-Avril e 2007. Ar memes tra eo bet c’hoarvezet e penn kentañ ar bloavezhioù 2000 p’az eo bet adprenet e lazhtioù hag uzinoù treuzfurmiñ kig yar gant an embregerezh LDC.
Alies a-walc’h e vez taget politikerezh kemedel Stad Frañs gant Alain Glon. Displeget e oa bet gantañ da dTébéo e 2019 : « Rediet omp bet da werzhañ p’az int aet kuit ma breudeur abalamour ma ne oan ket kap da baeañ o lodenn ISF (tell war ar peadra) ». Padal, dek vloaz abretoc’h, e oa familh Glon e-touez ar 500 muiañ pinvidik e Frañs, hervez ar gelaouenn Challenges. E renk 233 e oa gant ur binvidigezh tost da 150 milion a euroioù.
Eus ar Panama Papers d'al Luxleaks
Abalamour d’an obererezhioù arc’hant-se eo bet kavet anv Alain Glon er Panama Papers abalamour d’e eilstal Greengarth Holding SA. Un afer diskoachet gant Nicolas Legendre en e levr Silence dans les champs. Adkavet eo bet ivez anv Glon el LuxLeaks, da lâret eo dielloù a zeue eus Bro Luksembourg, anavezet mat evit he zos tailhoù izel-mat. E-touez an dokumantoù bet lennet gant Splann ! e vez gwelet n’int ket gwall sklaer obererezhioù an embregerezh Genel SA ha re Finafero.
Krouet eo bet Genel SA e Bro Luksembourg e 2013 evit prenañ « dre isskridañ, prenañ hag eskemm (…), an oberoù hag an talvoudoù-perzhiañ all, an endalc’hioù pe ar c’hredadoù (…) ». Ar pezh zo bet graet ganti en ur brenañ lodennoù an embregerezh Finafero evit 4.884.000 €.
Ispisializet e verañ an dalc’hoù e oa Finafero betek m’eo bet divodet an e 2022. Memes tra eus tu Genel SA. Hervez ar bilañsoù bet lennet gant Splann !, n’eus ket kalz a fiñvoù en embregerezh.
Liammet eo bet istor an daou embregerezh-se c’hoazh e 2020. Cheñchet eo bet hent gant Finafero en ur brenañ an embregerezh Genel SA, deuet da vezañ an Alain Glon Holding pa oa bet kaset, e miz Ebrel 2020, eus Luksembourg betek Bro Frañs. Laket e oa bet Véronique Le Bourge e penn an traoù, merc’h Alain Glon, ha daou zen all eus ar familh. Perak kement-se a fiñvoù en ur bloaz hepken ? Rak e miz Gwengolo 2020, da lâret eo un devezh a-raok e oa echu an amprest bet graet e 2013, e c’hall Jean-Yves Le Bourg amdreiñ an titloù e oberoù. Gwazh Véronique Le Bourge eo eñ, e penn an Alain Glon Holding. N’eo ket maez lezenn an doare-se d’ober : evel ma vefe restaolet an amprest eus 2013, met en ur lakaat an embregerezh Finafero da greskiñ eus 5 milion a euroioù.
« N’eus sujed ebet », hervez Véronique Le Bourge. P’hon eus savet goulennoù dezhi he deus respontet « eo Genel un embregerezh bet savet gant kenlabourerien eus norzh Europa. Cheñchet eo bet chomlec’h evit dont en-dro da Frañs p’az eo bet adprenet lodennoù ar genlabourerien-se ». Ha da geñver ar fed ma vefe bet lakaet ur chomlec’h e Luksembourg e lâr Véronique Le Bourge « n’eo ket tamm ebet un doare da c’hounit muioc’h a arc’hant », met kentoc’h « un dibab eus hon c’henlabourerien » hep reiñ hoc’h anvioù deomp.
Gant Nicolas Legendre eo bet savet goulennoù da Alain Glon e keñver ar Panama Papers. Gantañ eo bet respontet « ne ouie ket e oa » eus ar c’hont-se hag eus an embregerezh-se a-raok ma « vefe savet goulennoù dezhañ gant ar justis un nebeut bloavezhioù zo ».
Ur penn bras el lobioù ekonomikel ha sevenadurel Breizh
N’eo ket forzh piv Alain Glon e bed sevenadurel ha politikel Breizh. Kemer a ra perzh e Klub an Tregont (evel Louis Le Duff, Yves Rocher, Vincent Bolloré…), ha bet eo e penn Ensavadur Lokarn betek 2019. Ul lobi eus pennoù bras e Breizh anavezet evit bezañ dreistfrankizour ha tost da vennozhioù Bro Rusia. Pa oa e penn an traoù eo bet Alain Glon unan eus ar re o deus kroget fiñv ar Bonnedoù Ruz a-enep d’an ekotakse e 2013.
E frazenn muiañ karet « bevañ ha labourat er vro » e c’haller kavout ivez e Traonienn ar Sent. Ur mirdi en diavaez eo al lec’h-se, gant 200 delwenn vras spontus eus sent Breizh. Krouidigezhioù a-vremañ bet arc’hantaouet gant tud hag embregerezhioù evit krouiñ ul lec’h touristel. Alain Glon a zo unan eus ar c’hwec’h mesened eus al lec’h-se graet « evit ma chomo bev talvoudegezh Breizh, sevel ur merk solut evit ar remziadoù da zont ha mont e-barzh ar Gelted dreistordinal », emezañ d’an Télégramme e miz Even 2023. E-touez an delwennoù e c’haller kavout hini Sant-Jelan, evel ar gumun e-lec’h m’emañ ti istorel an embregerezhioù Glon.
N’en deus ket bet c’hoant Alain Glon respont d’hon c’houlennoù.
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
- Article précédent: Peseurt raktresoù ‘zo tro-war-dro e Breizh e miz Genver 2025 ?
- Article suivant: A-dreñv gwernis glas ar start-up breton Ecotree, plantadegoù ha n’int ket ken ekolojik-se






